Albedo
Neuz

Albedo (diwar al latin albēdo, "gwennder") a reer eus ar c'hementad a c'houloù heolel a vez disvannet gant ur c'horf bennak.
Ar gorreadoù sklaer o deus un albedo uheloc'h eget ar re deñval. Da skouer, war-dro 80% eo albedo an erc'h rak adkas a ra kalz a c'houloù.
Un efed bras en deus an albedo war hin ur blanedenn : mar kresk hec'h albedo e tigresk he gwrezverk ; er c'hontrol, mar digresk an albedo (da skouer, pa deuz gwiskadoù erc'h ha skornegi), e tisvann ar blanedenn nebeutoc'h a energiezh ha tommañ a ra dre-se.
| Korf | Lenn | Asfalt | Mor | Beton | Koadeier | Parkeier | Koumoul | Skorneg | Erc'h |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Albedo (%) | 2 - 4 | 5 | 5 - 15 | 15 | 15 - 20 | 15 - 25 | 50 - 80 | 60 | 75 - 90 |