Kalachnikov (strollad)
Evit implijoù all, gwelet Kalachnikov.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Ar strollad Kalachnikov (rusianeg : Концерн Калашников, Kontsern Kalachnikov) zo ur c'honzern rusian bodet ennañ embregerezhioù armoù-tan ha dafar milourel a bouez eus ar vro. E Ijevsk (Oudmourtia) hag e Moskov emañ e sez. Perzh eo eus ar strollad Rostec'h[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe e 1807 gant an tsar Aleksandr Iañ e Ijevsk evit pourveziañ an impalaeriezh gant armoù-tan, dindan an anv Иже́вский машинострои́тельный Заво́д, berraet e ИЖМАШ (Ijevsky machinostroitelny Zavod, pe IJMACH, "Uzin sevel mekanikoù Ijevsk"). Milionoù a armoù a savas evit holl vrezelioù ar vro en XIXvet hag en XXvet kantved. E 2013 e voe teuzet ennañ Uzin Mekanikerezh Ijevsk (anvet ivez IJMEC'H) ha dont a reas ar strollad, ennañ embregerezhioù all, da vezañ e penn ar vro evit ar produiñ armoù.
95% eus an armoù-tan hiniennel rusian a vez produet eno, dindan an anvioù merkoù Kalachnikov, Baikal, Saiga hag Izhmash. Embregerezhioù all er strollad a brodu obuzioù heñchet, dafar elektronek, bagoù-brezel, dronoù, ostilhoù ha dafar medisinerezh evit an arme peurgetket[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Léo Péria Peigné, Géopolitique de l'armement, Le Cavalier Bleu, 2024, 174 p., ISBN 979-10318-0693-8, pp. 83-85
- ↑ (en) About war lec'hienn ar strollad (lennet d'an 01/11/2025)