Mont d’an endalc’had

Louaneg

Eus Wikipedia
Louaneg
Bourk Louaneg gwelet eus Perroz
Bourk Louaneg gwelet eus Perroz
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Louannec
Bro istorel Banniel Treger Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg
Kod kumun 22134
Kod post 22700
Maer
Amzer gefridi
Gervais Ɖgault
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kĆŖr
PoblaƱsouriezh
Poblañs 3 019 ann. (2023)[1]
Stankter 217 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiaƱ
48° 47′ 41″ Norzh
3° 24′ 34″ KornĆ“g
/ 48.7947222222, -3.40944444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 90 m
bihanaƱ 0 m — brasaƱ 108 m
Gorread 13,91 km²
Lec'hiañ ar gêr
Louaneg

Louaneg a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, stok ouzh Perroz-Gireg, e Treger. E-kichen ar mor emañ, e-tal bae Perroz. Plaen eo an dachenn dre-vras.

  • Bernard Tanguy ː Loguanoc, 1160; Lohanec, Lohannec, 1330; Loanec, c. 1330; Louhannec, 1399; Louanec, fin XIVvet
  • Erwan Vallerie ː Loguanoc, XIIIvet; Lohanec, Lohenec, Lohannec, Lohane, Lohaneuc, Louanec, Loanec, 1330; Louennec, Louvanec, Louuanec, 1371; Louvannec, Lovanec, 1371; Louanec, 1395; Louannec, 1516; Louanec, 1592, 1630; Lohanech, 1636, 1709;

Gerdarzh Marteze diwar un anv den Louan; met chom a ra diasur.

Rannet ː ouzh 1 sourinet etre aour ha gul[2], e vanal ed en argant balirant ; ouzh 2 en glazur e gebrenn en aour heuliet ouzh kab gant ur skravig en sabel hag ouzh beg gant teir bezantenn en argant war o gin ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.
  • Sturienn ː A-raok bepred

Louaneg a zo ur gumun labourerien-douar.

Kozh eo ar bourk. Kroget he deus ar vuhez eno e maread amzer nevez ar maen. Kavet zo bet restajoù ul lec'h d'ober holen, roudoù eus ar C'halianed. Er bloavezhioù 500 e oa bet savet ur c'hreñvlec'h gant aotrou Koadgwezheneg war an dosenn. En XIIvet kantved e oa bet savet an iliz kentañ gant Sant Erwan, person eno eus 1292 betek e varv e 1303. Dindan aotrouniezh Barac'h abaoe an Xvet kantved e tremen dindan daouarn an tiegezh Tournemine hag hini Philippe, gant ar Gozhkêr eus Plounevez-Moedeg hag evit echuiñ gant ar Peltour eus Rozambaou e 1688. Gant an Dispac'h e teu Louaneg da vezañ ur gumun e 1790. En amzer a-vremañ emañ ar gumun war ziorren, ur gumun hag a brofit eus an touristerezh e Perroz hag eus kêr Lannuon evit al labour. Adalek 1885 en doa ar skrivagner brudet Ernest Renan un eil ti eno, betek e varv en 1892.

  • Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5]; lazhet e voe tri rezistant er gumun en un emgann ouzh an Alamaned d'an 9 a viz Even 1944[6].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]
  • Taol-vaen Barac'h.

E Louaneg ez eus un iliz kozh, tour-tan Nantouar hag ar bourk kozh.

  • Iliz katolik Sant Erwan, adsavet etre 1896 ha 1898.
  • Maner Barac'h (XVvet-XVIIvet); bet enrollet an 22 Meurzh 1930.
  • Maner ar Gosker (XVvet -XVIIIvet); ul lodenn bet enrollet ar 5 Here 1964.
  • Maner Kermabon, aet da feurm.
  • Maner Kernu, aet da feurm.
  • Traezhenn Nantouar.
  • Monumant ar re varv er vered e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù[9],[10].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918, 1939-1945 ha Brezel Indez-Sina) en iliz katolik, luc’hskeudenn[11].
  • Monumant ar Rezistanted marvet e 1944, luc’hskeudennoù[12].

Emdroadur ar boblaƱs abaoe 1962

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ardamezeg ar familhoù

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

de Barac'h,

aotrounez al lec'h se e Louaneg

  • En argant e varc'h distern ha skoelf en sabel (siell 1306).
  • Neuz allĀ : en gul e deir sourin en aour.
de Barac'h,

aotrounez al lec'h ha Portzven

  • Dougen a ra ur groaz dentek ouzh kab, heuliet ouzh kab gant daou beul dentek hag ouzh beg gant teir c'housourin dindan ar groaz (siell 1381); livioù disanvet.

[PPC]

  • Betek penn kentaƱ ar bloavezhioù 2010 e oa ur strollad c'hoariva e brezhoneg gant al Louanigoù ; ganto vefe bet c'hoariet sketchoù Maria Prat.
  • Ur skol Diwan a zo e Louaneg abaoe 2006.
  • E distro-skol 2025 e oa 36 skoliad enskrivet er skol Diwan (18,3Ā % eus skolidi ar gumun evit ar pezh a sell ouzh ar c'hentaƱ derez)[13].
  • E 2013 eo bet krouet ur gevredigezh kentelioù evit an dud deuet, Skol al louarn.
  • Testenioù annezidi Louaneg da geƱver a brezhoneg a zo da lenn (e galleg) war (fr)lec'hienn Jean-Paul Simon.

Er bloaz 2002 e oa bet kendeuzet skipailh mell-droad Louaneg gant hini Perroz, ha savet Unvaniezh Sportel Perroz-Louaneg. Ur c'hleub Marc'h-houarn Treuz Bro (MTB) zo ivez, ur skol vag dre lien, ur c'hleub badminton, mell-dorn, tennis, jiminas, yoga ha karate.

Liammoù diavaez

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (fr)HervĆ© AbalainĀ : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • (fr)Pierre BarbierĀ : Le TrĆ©gor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  • (fr)RenĆ© CouffonĀ : Recherches sur les Ć©glises primitives. SociĆ©tĆ© d'Emulation des CĆ“tes-du-Nord. Bulletins & MĆ©moires. Tome LXXV. 1945-1946
  • (fr)RĆ©gis de Saint-JouanĀ : Dictionnaire des communes. DĆ©partement des CĆ“tes-d'Armor. ElĆ©ments d'histoire et d'archĆ©ologie. Conseil GĆ©nĆ©ral des CĆ“tes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des CĆ“tes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • (fr)Jean-Yves Le MoingĀ : Noms de lieux de Bretagne. Christine Bonneton Editeur. 2007
  • (fr)Pol Potier de CourcyĀ : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des RĆ©gionalismes. CressĆ©. 2011/2014
  • (br)Erwan VallerieĀ : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]