Mont d’an endalc’had

Skourjez

Eus Wikipedia
Skourjez
Labourat douar gant kezeg : ur skourjez zo gant an den a-zehou

Ur skourjez zo ur benveg lêr, gant un troad koad alies, hir pe hiroc'h o-daou, graet evit skeiñ war al loened pe war an dud, hag evit gloazañ. Meur a lêrenn a vez a-wechoù.

Kastizañ ha jahinañ eo sterva "skourjez". Kentindezeuropek eo ar wrizienn henañ, *reig- "eren", "hualañ", alese ur ger galianek kar d'an heniwerzhoneg cuimrech "hualañ", a dremenas d'al latin poblek *excorrigiare = ex- "diwar" + corrigia "lêrenn" kent reiñ ar galleg kozh scurge, escurge "skourjez" hag ar verb escurger "skourjezañ".

  • Benel ha gourel eo ar ger "skourjez".

Pa labourer gant loened e servij ar skoujez da strakal da reiñ da c'houzout d'al loened e rankont sentiñ d'an urzh roet dezho. Tizh al lêrenn pa vez hejet a c'hall ober un trouz, ur strak. An trouz-se eo a servij da labourat gant loened.

En Aostralia evel er broioù gaucho (Arc'hantina, Brazil, Uruguay) e reer gant skourjezioù lêr penn-da-benn ha hir-mat. Ur sifelenn a vez e beg al lêr da lakaat ar skourjez da strakal.

Ur skourjez a veze gant mestr ar c'haleourien a roeñve war ar galeoù roman evel war ar re a veze gant broioù Europa er Mor Kreizdouarel er XVIIvet kantved.

Skourjezañ tud a vez graet ivez. Skourjez he nav lêrenn a veze implijet gwechall war listri saoz da gastizañ ar vartoloded. Skoulmoù a veze graet el lêrennoù peurvuiañ, d'ober muioc'h a boan.

Un arm eo ar sjambok pe litupa etre daouarn poliserien Suafrika.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Skourjez er
wikeriadur, ar geriadur frank.