Mont d’an endalc’had

kriz

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Gerdarzh

Amprestet digant al latin : crūdus.[1]

Anv-gwan

Derez Furm
-plaen kriz
-uheloc'h krisoc'h
-uhelañ krisañ
-estlammiñ krisat

kriz /ˈkriː(s)/ ; ken kriz, ker kriz; pegen kriz, peger kriz.

  1. N'eo ket poazhet.
    • Ha dre m'o diglose, 'em lakae d'o debriñ e kriz. — (Emil Ernod, Mojennou brezonek koz ha neve, Sant-Brieg, 1937, p. 190.)
    • N'hallan ober na kriz na poazh : ne c'hallan ober netra — (GDFB 660.)
  2. N'en deus tamm truez ebet.
  3. Poanius, doanius.
    • Deskiñ a raint, diwar o c'houst, pebezh tra griz ha yud eo ar brezel. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 85.)
    • Marzhin avat a guitaas e vamm en un doare krisoc'h c'hoazh eget ne veze kemennet gant al lezenn griz-se. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 27.)
    • ... un dra griz meurbet avat ha ne zegas deoc'h da gentañ nemet heug ha rukun — (VZBU p. 98.)
  4. (diwar-benn an amzer) Yen gant kalz avel ha koumoul.
  5. N'eo ket brav da welout.

Deveradoù

Deveradoù

Troidigezhioù

N'oe ket poazhet (1)

N'en deus tamm truez (2)

Diwar-benn an amzer (4)

Daveoù